Lur Jibraltar

Lur Jibraltar
Implijet e Jibraltar
Monc’hwezh 1.5%
Andon The World Factbook, 1998
Liammet ouzh Lur sterling
Rannadur
1/100 penny
Arouez £
penny p
penny pence
Pezhioù 1p, 2p, 5p, 10p, 20p, 50p, £1, £2
Bilhedoù £5, £10, £20, £50
Gouarnamant Gouarnamant Jibraltar
Lec'hienn www.gibraltar.gov.gi

Lur Jibraltar (Kod ISO GIP) eo ar moneiz embannet gant gouarnamant Jibraltar. An hevelep talvoudegezh hag al lur Sterling en deus. Betek 1927 ec'h implijed ar moneiz breizhveuriat, asambles gant ar real gwechoù 'zo. En 1927 e krogas gouarnamant Jibraltar da embann bilhedoù. Adalek 1988 e kogn pezhioù ivez. Ober a ra ar Jibraltariz gant al lur sterling ivez. An euro a vez degemeret er stalioù met pas gant ar Post[1] pe ar gouarnamant.

N'heller ket implijiñ lur Jibraltar e Breizh-Veur met e eskemm a c'heller ouzh lurioù sterling d'ar feur a 0.92:1. An hevelep pouez ha ment hag ar pezh saoz ul lur en deus ar pezh ul lur Jibraltar, hag alies e vez kavet e Bro-Saoz.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search